Maria Swanenburg
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Izelvroioù |
Anv e yezh-vamm an den | Maria Swanenburg |
Anv ganedigezh | Maria Catharina Swanenburg |
Anv-bihan | Maria, Catharina |
Anv-familh | Swanenburg |
Lesanv | Goeie Mie, de Leidse gifmengster |
Deiziad ganedigezh | 9 Gwe 1839 |
Lec'h ganedigezh | Leiden |
Deiziad ar marv | 11 Ebr 1915 |
Lec'h ar marv | Gorinchem |
Yezh vamm | nederlandeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | lazher a steudad |
Maria Catherina Swanenburg (9 a viz Gwengolo 1839 e Leiden - 11 a viz Ebrel 1915 e Gorinchem) a oa ul lazherez a steudad izelvroat.
Swanenburg a oa merc'h Clemens Swanenburg ha Johanna Dingjan. He div verc'h kentañ a varvas pa oant babiged hag e timezas gant Johannes van der Linden d'an 13 a viz Mae 1868. Pemp mab ha div verc'h a voe ganet. Echuet e voe an dimeziñ d'an 29 a viz Genver 1886. Graet e veze Goeie Mie anezhi peogwir e rae war-dro bugale ha tud klañv karter paour Leiden ma oa o chom.
Etre 1880 ha 1883 e kontammas 27 den gant arsenik. Ouzhpenn e klaskas lazhañ 50 den all da nebeutañ, met ne zeuas ket a-benn. Gant an enklaskerien e voe kontet betek 90 muntr. E-touez an dud a dreuzvevas e voe 45 anezho a c'houzañvas kudennoù yec'hed reoliek abalamour d'an arsenik. Swanenburg a lazhe evit kaout argant an dud, dre o asurañs pe dre o hêrezh. He mamm hag he zad eo a voe an daou zen kentañ lazhet ganti e 1880. Tapet e voe pa oa o klask kontammiñ ar familh Groothuizen e miz Kerzu 1883. D'an 23 a viz Ebrel 1885 e krogas he frosez ma voe kondaonet d'an toull-bac'h hed he buhez, hag en toull-bac'h e varvas e 1915.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J.H.H. Gaute and Robin Odell, The New Murderer's Who's Who, 1996, Harrap Books, Londrez
- Lennaert Nijgh, Moord en Doodslag, 1990, Schoort